HO LEC’H
GWELADENNIÑ GANT VIDEOIOÙ
AR C’HAMBREIER
Kambreier un den eo an holl gambreier, ur sal-dour prevez zo e pep hini anezhe. Lugernus int ha digor int war ur gwel kaer. Aveadurioù mezegel hag ur reizhiad surentez zo enne evit gervel an implijidi.
Gant traoù personel e challer kinklañ anezhe ; evel-se e c’hall an Annezidi personelaat o diarbarzh.
AL LEC’HIOÙ BOUTIN
E-kreiz unvezioù buhez an Annez e vez mareoù plijus ha mareoù ma vezer asambles e-pad ar predoù hag abadennoù.
Ur c’horn ficherezh-blev, saloñsoù, ur sal-abadennoù vras, a c’hall bezañ kinniget d’an Annezidi ha d’o zud-nes.
AL LEC’HIOÙ DIAVAEZ
Tro-dro d’an Annez « Le verger d’Yvonne » ez eus ul liorzh gant gwez ma vez gwenodennoù–bale hag a zere ouzh monedoneoù an Annezidi.
Un alez traezhet hag aes da vont ganti zo digor d’an holl evit c’hoari bouloù, petank, paledoù…
Digeriñ a ra an unvezioù buhez war-eeun war ar patiooù pe ar savennoù ma’z eus bet staliet saloñsoù liorzh.
Digeriñ a ra an unvezioù buhez war-eeun war ar patiooù pe ar savennoù ma’z eus bet staliet saloñsoù liorzh.