HO PUHEZ PEMDEZ
DEGEMER AR FAMILHOÙ
En un endro plijus ha madelezhus e vez degemeret familhoù ha tud-nes an Annezidi ganeomp. Ur sal-debriñ, saloñsoù, ha patiooù diavaez a c’hall bezañ kinniget dezhe.
AR BUHEZAÑ
Abalamour da vastañ da ezhommoù ha da c’hoantoù an Annezidi e vez kinniget abadennoù ingal : lotoioù, lenn ar gazetenn, jiminas sioul ha/pe azasaet, atalieroù keginañ, kanaouennoù, kaozeadennoù e brezhoneg, obererezhioù dorn, mareoù eskemm…
Gant an implijidi e vez prestet dezhe ivez aveadurioù gant teknologiezhioù nevez, evel ur velo addiorren, un daol liezobererezhioù hag un urzhiataer gant ur moned d’an internet. Evit echuiñ e vez aozet abadennoù e diavaez an annez : marc’had, diskouezadegoù, levraoueg, mediaoueg, ober anaoudegezh gant ar glad, endervezhioù dañsal, sonadegoù, bord ar mor…
AR BOUED
Gant an Annez e vez kinniget boued a-zoare, aozet gant ur skipailh keginerien ha keginerezed hag a labour war al lec’h e darempred gant un bouedour·ez.
Servijet e vez an holl bredoù (dijuniñ, merenn, merenn-vihan ha koan) e pretioù an unvezioù (pe er c’hambroù ma ne c’hall ket an dud ober mod all abalamour da stad o yec’hed). Diouzh noz e vez kinniget adkoan hervez ezhommoù pe goulennoù an Annezidi.
AR GANNEREZH
Gant skipailh ar gannerezh e vez graet war-dro al lienaj-letierezh.
Gant ur pourchaser diavaez e vez graet war-dro lien plat an Annez ha war al lec’h e vez tikedennet ha graet war-dro dilhad an Annezidi.
Gant an Annez e vez pourchaset an torchennoù, al liñselioù, ar pallennoù, ar serviedennoù kibell, al lienaj-taol…
AN EMELLERIEN VEZEGEZEL HA LEDVEZEGEL
Abalamour da vastañ d’hoc’h ezhommoù e c’haller goulenn ouzh an dud a vicher-mañ plediñ gante :
- Bus ar genoù hag an dent
- Bouedour·ez
- Ospitalañ er gêr (OEG)
- Leuñvourien ha leuñvourezed
- Mezeien a vicher frank
- Lunederien ha lunederezed – Protezourien-glevet ha protezourezed-klevet
- Ortofonour·ez
- Ortoprotezourien hag ortoprotezourezed
- Ficherien-dreid ha ficherezed-treid – Podologourien ha podologourezed
- Apotikerezh e kêr