HOC’H AEZAMANT
AR BOUCHASERIEN DIAVAEZ
Hervez c’hoantoù an Annezidi pe o boazioù e c’hall ficherien-vlev, ficherezed-blev, kenedourezed dont d’an Annez d’ober war o zro.
AR SAL SNOEZELEN
Ar sal snoelezen zo ul lec’h kempennet a-ratozh : gouloù tamouezet, sonerezh dous, skeudennoù distanus bannet, aromaterapiezh… Implijet e vez an teknik « cocooning » evit dihuniñ ar pemp skiant ha gantañ e c’haller gwanaat ar strafuilhoù emzalc’h (kefroù, anken…). Aesaat a ra ar c’hehentiñ dre gomz hag ar c’hehentiñ dic’her.
LOENED-TI
Un toull-kazh elekronek en deus an Annez evit degemer kazh ar framm.