HON ANNEZ

HOR SKIPAILH

Ur skipailh liesdiskiblezhel zo en ho servij, evit sikour ac’hanoc’h keit ha ma vezit o chom en ti-mañ :

  • Eilrener·ez
  • Gwazourien ha gwazourezed lec’haveiñ
  • Gwazourien ha gwazourezed teknikel
  • Adklañvdiourien hag adklañvdiourezed noz ha deiz / ASG (skoazellerien brederiañ ha skoazellerezed predereriañ e gerontologiezh) / Gwarzourien ha gwarzourezed prederiañ.
  • Buhezour·ez
  • Kontour·ez / Koskor
  • Keginerien ha keginererezed
  • Rener·ez
  • Ergoterapeutour·ez
  • Klañvdiourien ha klañvdiourezed
  • Klañvdiour·ez kenurzhier·ez
  • Lienerien ha lienerezed
  • Psikologour·ez
  • Sekretour·ez degemer

An holl wazourien zo perzhek ha stummet da harpañ an dud war an oad ha da aesaat dezhe bezañ en o bleud, en holl draoù a vez graet gante en o buhez pemdeziek.

HOR C’HEFRIDIOÙ

En Annez, 90 gwele ennañ, ez eus daou dakad, un takad AHDOD (Annez Herberc’hiañ Evit An Dud Oadet Dalc’het) hag un takad UBG (Unvez Buhez Gwarezet).
Pemp unvez buhez zo en takad AHDOD. Gouestlet int da harpañ an dud oadet a 60 vloaz hag ouzhpenn, pe e vefent emren pe e vefent o koll o emrenerezh abalamour d’o strafuilhoù korf, bred pe sokial.
Un unvez buhez zo en takad UBG. Gouestlet eo da harpañ an dud klañv gant kleñved Alzheimer pe ur c’hleñved all seurt-se.
Hor c’hefridioù zo sikour an Annezidi en o boazioù eus ar vuhez pemdez ha sikour anezhe da chom emren ha degas aezamant dezhe ha selaou anezhe war un dro.

HON TALVOUDOÙ

Fellout a ra d’ar skipailh degemer ha harpañ an Annezidi hag o zud-nes gant madelezh hag imor vat.
Doujañs, selaou, empatiezh, kaozeadennoù ha kengred eo an talvoudoù a laka birvilh er skipailh liesdiskiblezhel war ar pemdez.

UNVEZ BUHEZ GWAREZET (UBG)

An dud ouzhpenn 60 vloaz skoet gant kleñved Alzheimer pe gant un azoniad peuzheñvel a ranker dalc’hmat ha dizehan teuler evezh oute hag ezhomm o devez da vezañ distrafuilhet ha dinec’het.

Suraet eo UBG hon Annez, a gaver 15 kambr enni. Ur sal-debriñ hag ul liorzh kloz zo enni ivez.

KUZUL AR VUHEZ SOKIAL

Ur gwir lec’h eskemm ha kejañ eo. E-kreiz Kuzul ar Vuhez Sokial (KBS) emañ an Annezidi.
An ensav aliañ-se zo ennañ dileuridi eus an Annezidi, ar familhoù, ar c’hoskor, an aozadur merañ (Kreizenn Obererezh Sokial ar Gumum) hag ar Renerezh. En em vodañ a ra teir gwech ar bloaz da nebeutañ.
Pal ar c’hKBS eo plediñ gant ar mont en-dro, ar vuhez pemdez ha gant aozadur diabarzh an annez.